Keleier ar vro d'ar Yaou 3 a viz Gwengolo 2026
Kinniget eo bet ar c'heleier gant Metig Jakez-Vargas
Espern dour e Pempoull
Abaoe 2024 e c'hell kumunioù ar vro kemer perzh er programm "ma c’humun engouestlet evit an dour". Fiziet e bet ar programm d'ar gevredigezh "Dour ha stêrioù Breizh" gant ar Rannvro. 10 kumun o deus heuliet ar programm evit poent ha kêr Bempoull a zo kroget ganti en hañv-mañ. Selaouomp Goulven Morvan, a zo dilennet e ti-kêr Pempoull.
Re abred e kouez an avaloù diwar ar gwez
Marteze ho peus merzet c'hwi ivez e oa krog an avaloù da gouezhañ diwar ar gwez abred-tre ar bloaz-mañ, 'blam d'ar sec'hor. Nec'het eo ar broduerien sistr ha chug-avaloù evit o gwez yaouank. Pêr Karval en deus ur werjez gant gouennoù avaloù deus ar vro en e di e Ploneour-Lañwern.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Emañ bro Vanuatu en soñj kas Stad Frañs dirak al lez-varn etrevroadel
- Echu eo an epidemiezh Ebola en Ouganda
- Digreskiñ a raio an ABU e skoazelloù boued e Sisjordania
- Gervel a ra ar CGT labourerien ar publik d'ober harz-labour d'an 29 a viz Gwengolo
- Setu 5 bloaz zo e oa bet digoret an HSM, an hiliadur skoazellet ent-mezegel (PMA), d'ar plac'hed o-unan ha d'ar c'houbladoù lesbian
- Nebeutoc'h a vezhin glas zo bet e Breizh en hañv-mañ